Bok
Ur bok zo ur banne bier e brezhoneg Treger, war-dro Lannuon ha Landreger.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus ar ger gallek bock, deuet eus an alamaneg[1]. Servijet e veze bier, e gwer anvet bock, e tavarnioù Pariz, e dibenn an XIXvet kantved, evel ma tiskouez ar gontadenn c'hallek « Garçon, un bock !... » gant Guy de Maupassant, e 1884.
Dont a rae ar ger gallek eus ar ger alamanek Bockbier, deuet eus Einbeckisch Bier, da lavarout eo bier Einbeck pe Eimbeck, ur gêrig eus Niedersachsen ma veze breset. En Bavaria e troas an anv da Aimbock, pe Oambock, ha berraet en Bock en XIXvet kantved, abalamour ma vije bet komprenet ar silabenn gentañ (ein) evel ur ger-mell amstrizh, distaget oan en Bavaria[2].
Bock Alamagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bier kreñv eo, ouzhpenn 14% a alkohol dezhañ, teñval e liv. Ne vez graet nemet en nevezamzer ha diskaramzer..
Meur a isseurt zo : Maibock (Heller Bock), zo skañvik; Doppelbock, zo kreñvoc'h ; Eisbock, kreñvoc'h c'hoazh, graet dre skornañ ha tennañ ar skorn. Brudet eo an anv ha breset e vez bier bock en un toullad mat a vroioù dre ar bed.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Diwar cnrtl : http://cnrtl.fr/definition/bock
- ↑ , Axel Linquist, Deutsches Kultur- und Gesellschaftsleben im Spiegel der Sprache, Wiesbaden, 1955, p. 67.