Ger-mell amstrizh
Ar ger-mell amstrizh a vez implijet evit diskwel ez eo diresis ha dispis an anv-kadarn stag outañ. Da skouer:
- un den = un den bennaket; n'eus forzh piv; ne vern peseurt den
Yezhoniourion zo a gavdezho n'eo an anvioù-gwan niverenniñ nemet un isrummad eus ar gerioù-mell, da vezañ renket e-touez ar re amstrizh ivez.
Peurvuiañ e komzer eus ger-mell amstrizh unan, met yezhoù zo, evel ar galleg, o deus ur ger-mell amstrizh lies:
- des gens = tud
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg ez eus teir furm d'ar ger-mell amstrizh un, ul, ur, nemet ne vez ket graet gant ul e gwenedeg.
- dirak ar gerioù a grog gant ur vogalenn, pe ar c'hensonennoù /d/, /n/, /t/, ec'h implijer un;
- dirak ar gerioù a grog gant /l/ e reer gant ul, nemet e gwenedeg ma vez graet gant ur
- dirak ar gerioù a grog gant ar c'hensonennoù all e reer gant ur
En doare-skrivañ KLT, savet e 1908, e veze skrivet eun, eul, eur. Bremañ e vez skrivet un, ul, ur, hervez doare skrivañ ar peurunvan, levezonet gant skritur ar gwenedeg.
Meur a zoare zo da zistagañ, hervez ar rannyezhoù.
Ne vez ket implijet ar ger-mell amstrizh el liester peurvuiañ. Koulskoude e vez lavaret a-wechoù:
- un daoulagad
- ul levrioù bennak