Bobby Joe Long

Eus Wikipedia
Bobbie Joe Long

Robert Joseph Long, ganet d'ar 14 a viz Here 1953 ha marvet d'an 23 a viz Mae 2019, brudet ivez evel Bobby Joe Long, a oa ul lazher a steudad ha gwaller stadunanat. Lakaet eo bet d'ar marv evit muntr Michelle Denise Simms. Skrapañ a rae maouezed e-pad lajadoù amzer hir, evit gwallañ ha goude-se muntrañ anezho.
Dek maouez d'an nebeutañ a vefe bet lazhet gantañ e Tampa Bay e Florida e-pad 8 miz er bloaz 1984. Dieubet en devoa unan eus ar gouzañvadezed diwezhañ, ur plac'h 17 vloaz anvet Lisa McVey, goude bezañ bet gwallet anezhi e-pad 26 eur. McVey a oa deuet a-benn da reiñ titouroù d'ar polis hag a sikouras da dapout an torfedour.

Long a oa bet kondaonet d'ar marv evit daou vuntr diwar zek. Lazhet eo bet dre enflistradur marvel d'an 23 a viz Mae 2019.

Gouzañvadezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Artiss Ann Wick, 20 vloaz – lazhet d'ar 27 a viz Meurzh 1984
  • Ngeun Thi Long, 19 vloaz – lazhet d'an 13 a viz Mae 1984
  • Michelle Denise Simms, 22 vloaz – lazhet d'ar 27 a viz Mae 1984
  • Elizabeth Loudenback, 22 vloaz – lazhet d'an 8 a viz Even 1984
  • Vicky Marie Elliott, 21 bloaz – lazhet d'ar 7 a viz Gwengolo 1984
  • Chanel Devoun Williams, 18 vloaz – lazhet d'ar 7 a viz Here 1984
  • Karen Beth Dinsfriend, 28 vloaz – lazhet d'ar 14 a viz Here 1984
  • Kimberly Kyle Hopps, 22 vloaz – lazhet d'an 31 a viz Here 1984
  • Lisa McVey, 17 vloaz – Taget d'an 3 a viz Du 1984 ; manet bev
  • Virginia Lee Johnson, 18 vloaz – lazhet d'ar 6 a viz Du 1984
  • Kim Marie Swann, 21 bloaz – lazhet d'an 11 a viz Du 1984
  • Linda Nuttall - Taget e Mae 1984 ; manet bev