Bob Hawke

Eus Wikipedia
Bob Hawke e Moskov e 1987

Robert James Lee Hawke, AC, GCL, ganet d'an 9 a viz Kerzu 1929 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Mae 2019, a oa ur politikour aostralian. Bet e oa 23vet kentañ-ministr Aostralia ha penn al Labor Party etre 1983 ha 1991. Hawke a oa bet ezel eus ar parlamant evit Wills etre 1980 ha 1992. Brudet eo evit bezañ bet ar c'hentañ-ministr a badas ar muiañ eus kostezenn al Labor.