Mont d’an endalc’had

Bloody Lane

Eus Wikipedia
Fin an devezh e Bloody Lane, linenn difenn bennañ ar jeneral Lee. Da 1eur goude kreisteiz e oa ledet 5500 soudard eus an daou du lazhet pe gloazet

Bloody Lane a oa anv linenn difenn bennañ ar jeneral Lee e-pad emgann Antietam.

D'ar 17 a viz Gwengolo 1862, ar Major jeneral Daniel Harvey Hill eus lu Stadoù Kengevreet Amerika a stalias e divizion a 2600 soudard ledet war hent Sunken Road hag a grogas gant emzifenn al lec'h.

Gortoz a refont lu an Norzh, ar Major jeneral William H. French hag e 3de divizion 5500 soudard en holl a erruas dres e-tal hini ar major jeneral Daniel Harvey Hill.

Ar major jeneral Israel B. Richardson hag e 1st Division, II korfad, eus lu ar Potomac a erruas evit bountañ kreñvoc'h war divizion ar Major jeneral Daniel Harvey Hill. Ar rejimant 69th of New York infantry pe Irish Brigade a erruas war an dachenn gant ar banniel emerald uhel en avel. Gant ar youc'h-brezel "Fah-ah-bah-lah" (Iwerzhoneg: "Faugh-a-Balaugh"; Brezhoneg: "Grit plas!"). Tagañ a refont lec'h difenn lu ar Su, ur wech tennet o holl bolodoù e voent rediet da bakañ re ar re marvet pe gloazet. Ur wech tennet an holl bolodoù e voent rediet da vont war gil. 60% eus ar rejimant a oa bet lazhet.

Banniel ur rejimant iwerzhoniz e lu an Unaniezh

Ar stourm a badas 4 eurvezh etre 9eur30 hag 1eur30 goude merenn. An daou du a stourmas taer feuls, a-benn ar fin lu ar Su a zo beuzet gant an niver a enebourien.

5500 soudard a chomas war an dachenn. Memes ma voe toullet lec'h difenn Stadoù Kengevreet Amerika, lu an Unaniezh ne brofitas ket evit bountañ kreñvoc'h en toull en talbenn. Tu ebet ne oa bet trec'h.

Bloody Lane e fin emgann Antietam

A-benn ar fin al lec'h hent Sunken Road a oa deuet da vezañ ar Bloody Lane.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]