Blaye
Blaye (distaget [blaj] e galleg ; Blaia en okitaneg) zo ur gumun eus mervent Bro-C'hall, en departamant Gironde.
Emañ Blaye war lez dehoù aber ar Gironde, un 50 km bennak diouzh Bourdel, en hanternoz.
Ur wikadell zo, savet gant Vauban war ribl an aber. Lakaet eo bet ar savadur-se war roll savadurioù ar Glad bedel, gant an UNESCO.
Brudet eo ar gwiniegi ar c'hornad, anvet Blayais, hag ar gwin a vez graet eno.
Gwechall e oa Blaye e tachenn an okitaneg, met war-gil eo aet ar yezh en tolead-se. Roudoù eus an okitaneg a gaver en anvioù-lec'h tro-dro Blaye avat.
Kreizenn nukleel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreizenn nukleel ar Blayais n'emañ ket e Blaye, met en ur gumun nepell, e Braud-et-Saint-Louis abaoe 1981, dindan EDF, hag a implij dour ar Gironde.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Blaye gant ar c'hêrioù-mañ :