Mont d’an endalc’had

Bigòrra

Eus Wikipedia
Skoed Bigòrra

Bigòrra en okitaneg, Bigorre e galleg, zo ur vro vihan en Okitania a oa e Gwaskogn gwechall, ouzh tor ar Pireneoù. Bigordan a vez graet eus un den eus ar vro.

Tarba (Tarbes) e oa ar gêr-benn. E-touez ar c’hêrioù all anavezet er vro emañ Lourd (Lorda en okitaneg, Lourdes e galleg).

Dont a ra anv ar vroig-se eus hini ar bobl a oa o chom enni gwechall, anvet Bigerri pe Bigerriones, unan eus pobloù Gallia Aquitania. Kodianañ a rejont dirak soudarded Publius Licinius Crassus, kaset gant Julius Caesar, e 56 kent JK. Goude bezañ romanekaet e Novempopulania, e voe sujet ar vro gant ar Wizigoted ha gant ar Franked war-lerc'h.

Er Grennamzer he doa bet ar vro, deuet da vezañ ur gontelezh, da zamantiñ eus ar brezelioù etre ar rouantelezhioù gall ha saoz. Staget e voe tro-ha-tro ouzh domanioù amezek, evel tiegezhioù Foish, Bearn pe Comenge.

Da vare an Dispac'h gall e voe krouet un departamant anvet Hautes-Pyrénées (Pireneoù-Uhel), gant Bigorra hag un nebeud traoñiennoù all ouzhpenn. Tarba, kêr-benn Bigorra, a zeuas da vezañ pennlec’h an departamant nevez.