Mont d’an endalc’had

Bethan Gwanas

Eus Wikipedia
Bethan Gwanas war golo unan eus he levrioù.

Bethan Gwanas (Bethan Evans hervez hec'h anv ofisiel), zo ur skivagnerez kembraek, ganet d'ar 16 a viz Genver 1962 e Dolgellau, ha savet e kembraeg hervez doare ar vro.

17 levr he deus skrivet, ken evit krennarded pe deskerien gembraek, ken evit kembraegerien. Un aotreegezh c'hallek he deus tapet e skol-veur Aberystwyth hag e 1985 he deus gounezet ar Gurunenn en Eisteddfod yr Urdd. Bet eo o chom e Bethesda, Kerdiz, Nigeria, ma kelenne saozneg, ha Bro-C'hall, a-raok mont da Rhydymain da chom.

Maget e voe en un tiegezh er Brithdir nepell diouzh Dolgellau, e Gwynedd. Evans eo hec'h anv tiegezh. "Gwanas" eo anv ar vereuri, savet e 1838. E Dolgellau eo bet en Ysgol y Gader. He zad, Tom Evans, zo baritone, ha div wech en deus gounezet ar Rhuban Glas (Seizenn c'hlas) en Eisteddfod, ha bet eo o kanañ betek er Sydney Opera House. Daou albom, en deus graet, Ave Maria hag Encore, gant lanaouennoù e meur a yezh eus Europa. Bethan avat n'eo ket kanerez tamm ebet.

Hervez Yr Herald Cymraeg[1] e oa Brownie Tales, gant Enid Blyton, a oa he levr muiañ karet en he bugaleaj, emañ al levr ganti bepred, nemet chaoket eo bet un tamm ar c'hein anezhañ gant he c'hi bihan Del, ur Welsh collie.

A-raok ma teuas brud dezhi evel skrivagnerez he deus labouret evel kelennerez galleg, kelennerez saozneg, ha pennvuhezourez en Urdd e Glan-llyn, e-tal Y Bala (e-kichen ar gêr dezhi), hag ivez aozerez abadennoù skingomz gant Radio Cymru.

E 2003 e tilezas he labour evel bruderez lennegezh gant Kuzul Gwynedd evit bezañ skrivagnerez hepmuiken.

E 1997 e oa bet embannet he levr kentañ, ma konte penaos e oa bet hec'h amzervezh labour gant ar VSO e Nigeria.

Goude eo bet filmet he romant Amdani!, diwar-benn ur skipailh rugbierezed, da skignañ en S4C, ha berzh a reas.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (7.3.2007)