Bernez Italia
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Anv e yezh-vamm an den | Bernard, Bernhard |
| Anv-bihan | Bernard |
| Titl noblañs | Roll rouaned Italia |
| Deiziad ganedigezh | 797 |
| Lec'h ganedigezh | Hauts-de-France |
| Deiziad ar marv | 17 Ebrel 818 |
| Lec'h ar marv | Milano |
| Lec'h douaridigezh | Basilica of Sant'Ambrogio |
| Tad | Pepin Italia |
| Mamm | Ruodhaid |
| Breur pe c'hoar | Adelaide, Atala, Gundrada, Bertha, Theodrada |
| Pried | Cunigunde |
| Bugel | Pepin I, Count of Vermandois |
| Familh | Karolingidi |
| Micher | monark |
| Karg | Roll rouaned Italia |
|

Bernez Italia, ganet war-dro 797, ha marvet d'ar 17 a viz Ebrel 818, a voe roue al Lombarded war-lerc'h e dad, eus 813 betek 817. Mab e oa da b-Pepin Italia ha d'e serc'h Chrothais, ha mab-bihan d'an Impalaer Karl Veur.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ma varvas e dad Pepin e oa dezhañ da vout roue al Lombarded met ne fellas ket d'an tad kozh Karl Veur e gas di a-raok e bemzek vloaz, en 812. Anvet e voe da roue e miz Ebrel 813. Ren a reas dindan evezh ur mab-bihan da g-Karl Martel, Adalhard, a oa kenderv d'e dad. Da varv Karl Veur e reas e le d'an impalaer nevez, e eontr Loeiz an Deol.
En Gouhere 817 e fellas d'an impalaer, levezonet gant kerent an impalaerez Irmingard Hespengau, tennañ digant Bernez gouarnamant Italia, hag an titl a roue ouzhpenn, evit o reiñ d'ur mab dezhi. Bernard koulskoude ne fiñvas ket da gentañ. Met en em sevel a reas an Italianed. Broudet gant e gostezenn en em savas ivez, en desped dezhañ, e 817. Berzh ne reas ket, kodianañ a rankas e Chalon-sur-Saône ha goulenn pardon digant an impalaer. Kaset e voe da Aachen, ma voe kondaonet d'ar marv.
Dimeziñ ha bugel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 813 e oa dimezet da Cunigunda Laon (797-818 pe 835).
Daou vugel o deus bet
- Pepin, kont Péronne, e hanternoz ar Saena, kentañ dug Vermandois, bev en 840
- Cunigunda, ganet war-dro 817, bev atav en 835.