Mont d’an endalc’had

Bernard du Peyron

Eus Wikipedia
Dougen a ra ur golonenn heuliet gant ur rozenn ouzh pep konk (livioù dianav)

Bernard, pe Bertrand, du Peyron, a voe eskob Treger eus 1404 da 1408, met gant bec'h[1].

Deut e oa war-lerc'h Yves de Kergoat.

Anvet e voe da gentañ da eskob Naoned, da vare Skism meur ar C'hornôg. Dilec'hiet e voe da eskopti Treger gant an eneppab Benead XIII e 1404 ; drouklaouen an tamm anezhañ, an eskob e c'halvas ouzh Breujoù Pariz, ha d'an 21 a viz Mae 1407 e voe kadarnaet evel eskob Naoned. Pa voe ar c'hadarnadur-se bet nac'het adarre gant ar pab, Bernard du Peyron e c'houlennas eskemm gant Christophe, pe Chrétien de Hauterive, eskob Tarbes, d'ar 17 a viz Gwengolo 1408.

  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960