Mont d’an endalc’had

Bered yuzev Weißensee

Eus Wikipedia
Savadur an degemer

Bered yuzev Weißensee (alamaneg : Jüdischer Friedhof Weißensee) a zo ur vered lec’hiet e Herbert-Baum-Straße, 45 e karter Weißensee e Berlin. Bered yuzev brasañ Europa eo (war-dro 42 hektar ha war-dro 115 000 bez)[1]. Krouet eo bet e 1880.

Mont e-barzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn Herbert-Baum-Straße emañ ar mont e-barzh pennañ, atav e chom prennet. Un eil mont e-barzh a zo bet digoret war Indira-Gandhi-Straße e 1924. Dirak ar mont e-barzh pennañ ez eus ur maen-koun da enoriñ ar re marv abalamou d’al loskaberzh. Tro-dro ez eus bezioù skrivet warno listenn ar c’hampoù kreizennañ. E-kichen ez eus ivez ur maen-koun (savet e 1927) da enoriñ ar yuzevien marvet e-pad ar brezel bed kentañ , hag ur blakenn da enoriñ a re a stourmas a-enep d’an naziegezh.

Istor ar vered

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diabarzh ar vered

An dachenn a zo bet prenet gant yuzevien er bloavezhioù 1880, pa voe leun ar peurrest eus beredoù yuzev Berlin. Tres ar vered a zo bet savet gant Hugo Licht. Un eil savadur a voe savet e 1910, met distrujet eo bet e-pad an eil brezel bed. Ar bezioù a zo aozet e 120 kevrenn. Ar re tro-dro a zo enno renkadoù uhelañ ha trenkadoù etre. E-kreiz emañ douaret tud ar renkadoù izelañ. Ne voe ket re a zistruj da vare an Nazied, war-dro 400 bez a zo bet distrujet pa voe bombezennet Berlin.

Goude an eil brezel bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouden an eil brezel bed e kendalc’has yuzevien Berlin da implijout ar vered betek 1955. Etre 1955 hag unvanidigezh Alamagn eo bet implijet gant yuzevien Berlin ar reter nemetken. Da vare DDR e voe laosket tamm-pe-damm ar vered, ha ne voe den evit ober war-dro lod brasañ ar bezioù (lod brasañ ar yuzevien a oa bet lazhet e-pad al loskaberzh pe o doa tec’het kuit). Er bloavezhioù 1970 e voe ur raktres lakaat un hent bras da dremen war ul lodenn eus ar vered, a-benn liammañ Michelangelostraße ouzh ur straed nevez savet (Hansastraße). Klemmoù a voe, ar raktres a chomas a-sav.

Dre vras e soñjer[2] e koustfe 40 milion euro al labourioù evit kempenn ar vered. Pa voe lidet 125vet deiz-ha-bloaz ar vered e voe goulennet argant gant ar gouarnour, gant ar pal lakaat ar vered da vezañ degemeret war roll glad ar bed (roll UNESCO). A-du eo savet Klaus Wowereit (maer Berlin ) gant ar raktres[3].

Gwelout ivez :


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.