Benveg-tosiñ
Neuz
Ur benveg-tosiñ zo ur benveg-seniñ a vez sonet dre dosiñ, da lavarout eo dre skeiñ peurliesañ, pe dre raskañ.
Tri doare biñvioù-tosiñ zo en toserezh[1] :
- an idiofonoù, pe artoloded a son dre zaskrenoù an danvez anezho end-eeun pa skoer warnañ, evel ar zilofon ; ar re-se a vez graet enfroumerioù anezhe e Geriadur bihan ar sonerezh ;[1]
- ar membrafonoù, pe binvioù da skeiñ war grec'hin, a son dre zaskrenoù pa skoer warno, evel an taboulinoù, ; ar re-se a vez graet kenerioù anezhe e Geriadur bihan ar sonerezh;[1]
- ar c'hordofonoù, pe binvioù da skeiñ war gerdin, a son dre zaskrenoù kerdin pa skoer warno, evel ur piano; ar re-se a a vez graet kerdinerioù anezhe e Geriadur bihan ar sonerezh.[1],[2]
Binvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 Toserezh : arabat eo droukveskañ gant toumperezh ;
- gwelit
- ↑ Ne skoer ket war kerdin ur gitar avat : morzholioù a sko war kerdin ur piano, tra ma piñser kerdin ur gitar ha ma froter re ur violin.
- ↑ 3,0 3,1 3,2 3,3 3,4 3,5 3,6 ha3,7 Gwelout samba.
- ↑ 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Gwelout bateri
- ↑ Taboulin inuit.
- ↑ Taboulin japanat.
- ↑ Taboulin vulgariat
- ↑ Polinezia
- ↑ Viêt Nam
- ↑ Euskadi