Rigedag

Eus Wikipedia
Gwerzherez rigedagoù e Granada e Bro-Spagn
Penaos e vez implijet ar rigedag

Ar rigedag zo ur benveg-skeiñ idiofon, implijet er sonerezh maourek, ottoman, henroman, italian, spagnol, sefarad ha portugalat. Ar benveg zo anezhañ ur c'houplad tammoù danvez kalet kleuz e stumm div hanterenn krogen staget gant un ere er penn uhelañ. Dalc'het e vezont en dorn hag implijet da seniñ klikoù da verkañ al lusk pe un trouz padus produet gant un heuliad klikoù. Savet e vezont diwar prenn kalet diouzh boas, daoust ma vez implijet gwienn gwer mui-ouzh-mui.

Daou rigedag a vez implijet gant ar soner da gustum. Unan e pep dorn, gant an ere dalc'het gant ar biz-meud ha lodenn galet ar rigedag e palv an dorn gant ar bizied pleget en tu all. Pep rigedag a daol un trouz un tamm disheñvel.