Timbales

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Timbales

An timbales zo ur benveg-seniñ, eus rumm ar binvioù-tosiñ, ijinet e Kuba e deroù an XXvet kantved, evit seniñ en danzón, hag a vez implijet e lazoù salsa, timba pe latin jazz.

Arabat eo o droukveskañ gant Timbaloù ar sonerezh klasel.

E-touez ar brudetañ timbaleros, pe sonerien timbales, emañ Tito Puente, Changuito, Orestes Vilató, Guillermo Barreto, Amadito Valdés ha Nicky Marrero.