Benedisite
Ar benedisite[1],[2] zo anv brezhonek ur bedenn gristen evit bennigañ ar predoù, rak ger kentañ ar bedenn-se e latin eo "benedicite", a dalvez kement ha "bennigit" e brezhoneg. Lavaret e vez koulz gant an gatoliked ha gant ar brotestanted.
Dibunet e vez ar bedenn-mañ a-raok ar pred evit trugarekaat Doue eus ar "bara pemdeziek". Ar benedisite a zo ur bedenn a drugarekadenn, a vennozh, hag ur goulenn evit ar re baour. Distaget e vez gant un den hepken peurliesañ pa vez meur a zen ouzh taol. Boas e oa an ezhec'h da dresañ ur groaz war an dorzh vara evit echuiñ bennigañ ar pred e Breizh. Ar bedenn-se a c'hall bout dibunet e latin koulz hag e brezhoneg.
E liderezh Iliz Bro-Saoz ez eo ar benedisite ur c'hantik eus Book of Common Prayer.
Stummoù latin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a zoare zo d'ar benedisite e latin :
- "Benedicite. Dominus. Nos et ea quae sumus sumpturi benedicat dextera Christi." (Uguen, 1924)
- "Benedicite, Domine, nos et haec tua dona quae de tua largitate sumus sumpturi. Per Christum Dominum nostrum." (Uguen, 1924)
Stummoù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a zoare zo d'ar benedisite e brezhoneg :
- "O va Jezuz, hon mestr gwirion ! Roit deomp ho penediksion. Ha d'ar pred a gemerimp, evit bepred m'ho servijimp. En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Santel. Amen." (1849)[3]
- "Bennigit. Ra vennigo an Aotrou. Ni ha kement a zleomp kemerout. Ra vezimp benniget gant dorn ar C'hrist." (Uguen, 1924)
- "Bennigit ac'hanomp, Aotrou, hag an donezonoù-mañ a roit deomp en ho madelezh. Dre Jezuz-Krist hon Aotrou." (Uguen, 1924)[4]
- "Va Doue, bennigit ar boued ez eomp da gemer evit derc'hel da vevañ en ho servij. En anv an Tad, hag ar Mab hag ar Spered Glan. Evel-se bezet graet." (Jef Penven evit Skaouted Bleimor, Hanterenn diwezhañ an XXvet kantved)[5]
Ar grasoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-lerc'h ar pred e vez dibunet ur bedenn a drugarekadenn a vez graet "ar grasoù" anezhi :
- "Ni ho trugareka, Doue hollc'halloudek, evit hoc'h holl vadoberoù. C'hwi a vev hag a ren e-pad an holl amzer. Evel-se bezet graet." (Uguen, 1924)[6]
- "Ma Doue, me ho trugareka evit kement am eus kemeret evit derc'hel da vevañ en ho servij. En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Glan. Evel-se bezet graet."(Maodez Glanndour evit Skaouted Bleimor, Hanterenn diwezhañ an XXvet kantved)[7]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur istorel ar brezhoneg.
- ↑ "Bénédicité benedisite m. -où. Dire le bénédicité : lavarout ar benedisite ; bennigañ an daol." (Dictionnaire français-breton, Martial Ménard, p. 151.)
- ↑ Heuriou brezonnec ha latin, 1849, "Ar benedicite abarz ar repas", p. 55. Ar ger "repas" en destenn-orin ha neket "pred".
- ↑ Leor nevez an oferenn hag ar gousperou, aotrou Uguen, eil moulladur, 1924, "Pedenn arog ar pred", p. 943.
- ↑ Gw. Follenn Skaouted Bleimor war ar benedisite gant ar sonerezh, e load Emglev an Tiegezhioù.
- ↑ Leor nevez an oferenn hag ar gousperou, aotrou Uguen, eil moulladur, 1924, "Goude ar pred", p. 944.
- ↑ Gw. Follenn Skaouted Bleimor war ar grasoù gant ar sonerezh, e load Emglev an Tiegezhioù.