Mont d’an endalc’had

Beg ar Groazig

Eus Wikipedia
Beg ar Groazig

Beg ar Groazig zo ur beg-douar eus Breizh, e kumun ar Groazig, el Liger-Atlantel.

Uhel eo an aod ha kerreg e-leizh zo enni. Adalek ar Grennamzer e voe difennet gant un tour ma c'halled evezhiañ an aodoù tro-war-dro. En XVIIIvet kantved e oa un ti-gward, gant mogerioù izel en-dro dezhañ. E 1861 e voe treuzfurmet an ti-gward en ur c'hreñvlec'h karrezek. Dilezet e voe e dibenn an XIXvet kantved avat ha dont a reas da vezañ un ti-hañv bras.

Dirak ar beg-douar emañ tour-tan ar Forn. Er mervent d'ar beg, war an aod ivez, emañ milin Bauvran ha park Penn-Avel ma teu e-leizh a dud da bourmen.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.