Mont d’an endalc’had

Tour-tan ar Forn (ar Groazig)

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL
Tourioù-tan
Tour-tan ar Forn (ar Groazig)
Lec'hiadur 47° 17' 52" N - 2° 38' 03" K
Bro Breizh
Savet e 1819-1821
Uhelder 23 m
Uhelder diwar live ar mor 23 m
Hed-gwel 19 mil mor
Gouloù 1 sked gwenn, bep 5 eilenn
Gweladenniñ ne reer ket
Annezet n’eo ket
Emgefreekadur 1983

Tour-tan ar Forn zo un tour-tan savet war ur garreg dirak aod kumun ar Groazig, e gevred Breizh. Diskouez a ra d’al listri an hent da vont en aber al Liger.

Savet e voe war reier ar Forn, 3,5 mil diouzh douar-bras ar Groazig. Divizet e voe e sevel e 1816 ha kroget e voe gant al labourioù, renet gant an ijinourien Plantier ha Rapatel, e 1819. Echuet e voe ar chanter e 1821, hep re a ziaesterioù, ha lakaet e voe an tour-tan da vont en-dro d’ar 1añ a viz Genver 1822. Ar wech kentañ e oa e vije savet un tour-tan en donvor er Stad C'hall : 17 metr uhelder e oa, war 5 metr treuzkiz. Betek neuze e oa bet savet an holl dourioù-tan war an aod. Uhelaet e voe an tour eus 6 metr un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h, e 1846.

D’an 12 a viz Here 1983 e teuas ar gouloù da vezañ emgefreek ha mont a ra en-dro abaoe gant un aveldredanerez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]