Beatriz Portugal, Dugez Viseu

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Beatriz de Viseu)
Beatriz Portugal (1430–1506), Dugez Viseu

Beatriz Portugal (1430–1506), a oa Dugez Viseu. Merc'h e oa d'an infant João de Portugal ha da Isabel de Bragança, ha merc'h-vihan d'ar roue João Iañ.

Mamm e voe da veur a berzhiad en istor ar vro : Duged Viseu ha Beja, João, Diogo ha Manuel (a voe roue), ar rouanez Leonor Portugal (pried d'ar roue João II) hag Isabel de Viseu, dimezet da Fernando II, Dug Bragança .

Perzh a gemeras er politikerezh e-pad renoù Afonso V, João II ha Manuel Iañ. En em gavout a reas gant Izabel Gastilha d'ober ar peoc'h etre an div vro ma voe sinet Feur-emglev Alcáçovas e Terçarias de Moura. Ober a reas ivez war-dro Urzh Santiago en anv he mab Diogo.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe d'he c'henderv Fernando, Dug Viseu, ha nav bugel o doe.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]