Beatriz Portugal, Dugez Viseu
Neuz
Beatriz Portugal (1430–1506), a oa Dugez Viseu. Merc'h e oa d'an infant João de Portugal ha da Isabel de Bragança, ha merc'h-vihan d'ar roue João Iañ.
Mamm e voe da veur a berzhiad en istor ar vro : Duged Viseu ha Beja, João, Diogo ha Manuel (a voe roue), ar rouanez Leonor Portugal (pried d'ar roue João II) hag Isabel de Viseu, dimezet da Fernando II, Dug Bragança .
Perzh a gemeras er politikerezh e-pad renoù Afonso V, João II ha Manuel Iañ. En em gavout a reas gant Izabel Gastilha d'ober ar peoc'h etre an div vro ma voe sinet Feur-emglev Alcáçovas e Terçarias de Moura. Ober a reas ivez war-dro Urzh Santiago en anv he mab Diogo.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe d'he c'henderv Fernando, Dug Viseu, ha nav bugel o doe.
- João de Viseu (1448-1472), trede Dug Viseu, eil Dug Beja
- Diogo de Viseu (1450-1484), pevare Dug Viseu ha trede Dug Beja.
- Duarte de Viseu
- Dinis de Viseu
- Simão de Viseu
- Leonor de Viseu (1458-1525), dimezet d'ar roue João II ha dre-se rouanez Portugal.
- Isabel de Viseu (1459-1521), pried da dug Bragança Fernando II.
- Manuel, dug Viseu ha Beja, ha roue Portugal goude marv e genderv João II.
- Catarina de Viseu.