Bazenn listri-spluj Brest
Neuz

Bazenn listri-spluj Brest
| Rann eus | Arsenal Brest |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1941 |
| Anv er yezh a orin | Base sous-marine de Brest |
| Stad | Frañs |
| E tiriad | Brest |
| Daveennoù douaroniel | 48°21′59″N 4°31′22″W |
| Danvez implijet | beton houarnet |
| Statud gladel | e renabl hollek an herezh sevenadurel |

Meur a borzh a oa bet implijet e Breizh evel porzh listri-spluj gant bunkerioù goudor listri-spluj. Hini Brest (alamaneg: U-Boot-Reparaturwerft Brest) a oa ur bazenn listri-spluj gant ur bunker nemetken met an hini brasañ e oa e Breizh. En desped d'ar giz ne oa ket bet roet un anv dezhañ.[1] Kroget e oa da vezañ savet e 1941, ar planioù a oa bet kemmet meur a wech a-raok ma vije echuet da vat bloaz war-lec'h
An U-Boot diwezhañ o kuitaat bazenn listri-spluj Brest en greas d'ar 4 a viz Gwengolo 1944, an U-256 e oa renet gant ar c'habiten korvetenn Heinrich Lehmann-Willenbrock. Kement-mañ a oa erruet nebeut amzer a-raok ma vije aloubet kêr gant Stadunaniz.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Showell p. 81