Battlefield 4
Battlefield 4 pe BF4 a zo ur c'hoari tenn a-stroll d'eus an heuliad c'hoarioù video Battlefield Serie savet ez eo bet gant ar Studio Dice (Digital Illusions CE) hag embannet gant Electronic Arts pe EA Games d'an 29 a viz Here 2013.
Embannet ez eo bet war urzhiataer, PlayStation 3, Playstation 4 ha war Xbox 360 hag Xbox One. Da heuil Battlefield 3 e teu.
Kalzig rebechoù a zo bet da Battlefield 4 dre e istor verr na pa c'hoarier an istor e-unan pe c'hoazh gant ar bugoù lies. Diaes ez eo bet gant Electronic Arts da zont a-benn da gavout un diskoulm d'an holl c'hudennoù bet kasout keloù d'eus outo.
Kampagn bruderezh Battlefield 4
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Memes mod 'vit Battlefield 3 ez eus bet ur c'hampagn bruderezh meur evit Battlefield 4.
Miz meurzh 2013, Electronic Arts en deus kroget da vouetañ lec'hienn internet Battlefield 4 gant tri film kinnig ar c'hoari anvet "Prepare 4 Battle".
Kendalc'het e vezo da zegas filmigoù a seurt-se betek ar 26 a viz meurzh 2013. An deiz war-lerc'h e grog gant filmigoù o tiskouezh ar c'hoari da wir.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2020, c'hwec'h vloaz goude istor Battlefield 3, kampagn Battlefield 4 a lak ar c'hoarier da vezañ ar soudard stadunanat Recker. E Baku, Azerbaidjan, ar skouadron troadegiezh Marines Tombstone savet gant Recker, Dunn, Irish, ha Pac a derc'h diouzh ur gêr gant keloù milourel pouezus. unvezioù ispisial Rusia a glask herzel anezho. Ar c'harr-tan a vez implijet ganto a gouezh er mor. Dunn, stanket en oto a ro urzh da Recker da implij e bistolenn evit terriñ prenestr an oto ha terc'hout heptañ. Recker a denn war ur prenestr hag ar skouadrenn a derc'h heptañ. E-pad m'emañ ar skouadrenn o neuila er mor, ar c'hoarier a c'hell klevout ar penn ofiser, ar c'habiten Garrison, o reiñ urzhioù: an amiral Chang a zo krog gant un taol-stad, ma teu a-benn e vo harpet gant nerzhioù lu Rusia. Tombstone a zistro d'an douger kirri-nij USS Valkyrie. Ur wech tizhet ar vag, Garrison a zispleg dezho eo bet lazhet Jin Jié, an den a oa da vezañ dilennet e-penn Sina gant Chang met deuet eo a-benn da lakaat kablus ar stadunanaiz en e flas.
Ouzhpennadurioù Battlefield 4 DLC
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar re DLC (downloadable content) a zo ouzhpennadurioù a vez tu pellkargañ d'ar c'hoari diaz. 5 anezho a vez kavet en Battlefield 4 : China Rising, Second Assault, Naval Strike, Dragon's Teeth ha Final Stand.
Burutelladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Burutellet garv eo bet ar c'hoari hag an embregerezhioù sevener pa voe embannet Battlefield 4. Tost dibosubl e oa da c'hoari dre an niver a bugoù hag a oa. Ken sabatuet e oa bet ar c'hoarierien ma voe embannet gant Ea games ha Dice (EA CEO Andrew Wilson ha penn rener DICE Karl-Magnus Troedsson) e oa "For me, the situation we had was unacceptable. For the team it was unacceptable. We have worked tirelessly since then to make sure the gameplay experience got to where it absolutely should have been at launch and we're focused on that and we continue to deliver value to that player base"[1].
Tro-dro d'ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E fin miz kerzu 2013 goude embannadur an ouzhpennadur DLC China Rising ez eo difennet ar c'hoari e bro Sina. Hervez lu ha gouarnamant Sina, ar c'hoari a zo un doare "aloubadeg sevenadurel", o tegas "ur skeudenn fall eus Sina"[2],[3].