Battle Royale (manga)
Neuz
Battle Royale
| Titl | バトル・ロワイアル |
|---|---|
| Diazezet war | Battle Royale |
| Tachenn | action anime and manga, thriller anime and manga |
| Aozer | Koushun Takami |
| Bro orin | Japan |
| Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
| Skeudennaouer | Masayuki Taguchi |
| Bet embannet e | Young Champion |
| Arvesterien pal | Seinen |
Battle Royale (japaneg: バトル・ロワイアル Hepburn: Batoru Rowaiaru) zo un heuliad manga japanek skrivet gant Koushun Takami ha treset gant Masayuki Taguchi. Diazezet eo war ar romant gant ar memes anv gant Takami. Kontañ a ra istor ur c'hlasad skolajidi a vez kaset dre rediñ war un enezenn ha rediet da emlazhañ betek na chomfe nemet unan anezho bev. Embannet eo bet dre lodennoù gant Akita Shoten e Young Champion etre 2000 ha 2005. Goude-se e voe embannet stumm un heuliad pemzek levrenn manga. Abaoe ez eus bet embannet stummoù ispisial d'an embannadur evel an hini Battle Royale - Perfect Edition.