Mont d’an endalc’had

Bastard!!

Eus Wikipedia
Bastard!!
heuliad manga
Labour da-heulBastard!!, Bastard‼ Heavy Metal, Dark Fantasy Kemmañ
Tachennaction anime and manga, dark fantasy anime and manga, post-apocalyptic manga Kemmañ
AozerKazushi Hagiwara Kemmañ
Ti-embannJump Comics Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
SkeudennaouerKazushi Hagiwara Kemmañ
TudennoùDark Schneider, Lushe Renren, Abigail, Tia Noto Yoko Kemmañ
Arvesterien palShōnen, Seinen Kemmañ

Bastard!!: Heavy Metal, Dark Fantasy (BASTARD!!-暗黒の破壊神- Basutādo!! Ankoku no Hakaishin, "Bastard!! Doue Teñval an Distruj") zo un heuliad manga gant Kazushi Hagiwara. Embannet eo bet da gentañ er gelaouenn Weekly Shōnen Jump, e 1988, ha kendalc'het eo bet an embannadur, dizingal, en Ultra Jump. Betek-henn ez eus 27 manga a zo bet embannet.

Kazushi Hagiwara zo sot gant ar sonerezh heavy metal ha gant Dungeons & Dragons ; kemmeskañ a ra an daou ved-se en heuliad mangaoù Bastard!!. Meur a dudenn pe lec'hioù eus an istor, a zo anvet hervez strolladoù sonerezh karetañ Hagiwara. Hagiwara a embann ez eo bet awenet-bras an tresoù a-ziwar ar manga Devilman gant Go Nagai.

  • Dark Schneider (ダーク・シュナイダー Dāku Shunaidā, aka Darsch, D・S) / Lushe Renren (ルーシェ・レンレン Rūshe Renren, pe Lucien, Lushe):

Dark Schneider (anvet diwar Udo Dirkschneider) eo haroz ar manga hag an hudour galloudusañ eus an heuliad.