Barbara Bach

Eus Wikipedia

Barbara Goldbach

Barbara Bach e 1978.
Barbara Bach e 1978.

Lesanv(ioù) Barbara Bach
Ganedigezh 27 a viz Eost 1947, Queens, New York, SUA
Broadelezh Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher(ioù) aktourez ha top model
Barbara Bach en The Spy who loved me

Barbara Bach, bet ganet Barbara Goldbach d'ar 27 a viz Eost 1947, zo un aktourez ha top model stadunanat. Dreistbrudet e voe gant roll ar James bond girl Anya Amasova er film The Spy Who Loved Me (1977) hag evit roll ar spierez Maritza Petrović er film Force 10 from Navarone (1978).
Dimezet e voe e 1981 gant Ringo Starr, bet ezel eus ar strollad The Beatles.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Rosedale, Queens e voe ganet Barbara Goldbach, merc'h Marjorie (1920–) hag Howard I. Goldbach (19222001), ur poliser ; Iwerzhonadez ha katolik eo ar vamm, ur Yuzev eus ur familh a orin eus Alamagn, Aostralia ha Roumania e oa an tad. Bevet he deus Barbara e Jackson Heights. Diplomet e voe en ur skol evit ar merc'hed, Dominican Commercial High School, e Jamaica (Queens), e New York e 1964.
Bloaz war-lerc'h, e 1965, e krennas hec'h anv e Bach ha kregiñ a reas da labourat evel top model evit kelaouennoù ha katalogoù. Komz a ra italianeg, un tamm galleg ha spagnoleg.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]