Barbara Aostria
Barbara Aostria ( 1539-1572) a oa ur briñsez aostrian eus an Tiegezh Habsburg er XVIvet kantved.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Vienna. Merc'h e oa da Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel ha da Anna Bohemia ha Hungaria. Savet e voe en Innsbruck, war un dro gant he c'hoarezed Magdalena, Margareta, Helena ha Johanna, hogen desket war ar relijion.
Ne oa ket gwall goant Barbara met goulennet e voe meur a wech da zimeziñ abalamour d'he ziegezh galloudus.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1565, da 26 vloaz, e timezas Alfonso II d'Este, Dug Ferrara, ur mab d'an dug Ercole II d'Este (1508 † 1559) ha da Renée Bro-C'hall. War an ton bras e voe lidet an eured hogen bugel ebet ne voe.
Un toullad sonedennoù a voe skrivet dezhi e lez Ferrara gant Torquato Tasso a zegouezhas eno e 1565.
En 1570 ha 1571, goude ur c'hren-douar, e savas ar c'hConservatore delle orfane di Santa Barbara evit an emzivadezed, diwar he c'houst, un dra blijas kaer da bobl Ferrara. Daremprediñ a rae ar Jesuited kenañ, a-hervez e vije en em glevet mat gant he mamm-gaer, Renée Bro-C'hall, ur brotestantez anezhi koulskoude, met honnezh a oa aet kuit da Vro-C'hall e 1560, pemp bloaz a-raok donedigezh Barbara da Ferrara, ha biken ne zistroas.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klañv e oa bet e 1566, ha fall e oa chomet he yec'hed, ken e varvas e Gwengolo 1572 gant an droug-skevent da dri bloaz ha tregont.