Banniel Turkia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Banniel Turkia (Türk bayrağı e turkeg) zo banniel ofisiel Republik Turkia ha hini an Impalaeriezh Otoman diagent. Ruz eo, gant ur greskenn loar hag ur steredenn wenn. Lesanvet e vez alies, e turkeg, Ayyıldız (loar ha steredenn), Albayrak (banniel ruz) pe Ayyıldızlı Albayrak (banniel ruz he loar hag he steredenn).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bannieloù lakaet war ziskouez, da vare disklêriadur brezel an Impalaeriezh Otoman e-pad ar Brezel-bed kentañ
Banniel istorel an Impalaeriezh Otoman.

Banniel an Impalaeriezh Otoman a oa gwechall ur greskenn loar war ur foñs glas. Er bloavezh 1793 ar sultan Selim III a zegasas ar foñs ruz, hag e 1844 e voe lakaet ur steredenn ouzhpenn. Ar banniel-se a voe degemeret ent-ofisiel d’ar 5 a viz Mezheven 1936 gant Republik Turkia. Talvezout a ra al liv ruz da zerc’hel koun eus ar soudarded a skuilhas o gwad evit ar vro.

Meur a vojenn a gonter diwar-benn ar banniel-se. Unan anezho a gont e oa bet trec’h an arme otoman en un emgann bras ; goude an emgann e oa ar sultan o tremen hebiou ur stêr ma oa deuet an dour da vezañ ruz gant gwad ar soudarded turk bet lazhet. War c’horre an dour e veze gwelet an dassked eus al loar hag ur steredenn bennak. Fromet e voe ar sultan gant ar skeudenn-se a voe choazet gantañ da vezañ banniel ar vro da viken.

E gwirionez e implijer arouezioù al loargresk hag ar steredenn a-gozh, a-raok an islam zoken. En Henamzer e veze azeulet Diana, doueez ar chase, gant annezidi Bizantion, hag al loargresk e oa he arouez. Gant an impalaer roman Konstantin Veur, er bloavezh 330, e voe gouestlet ar gêr-se, a zeuas da vezañ Kergustentin diwezhatoc’h, diwar e anv, da v-Maria, mamm Jezuz. Ar steredenn, he arouez, a voe ouzhpennet d’al loargresk. Pa voe aloubet Kergustentin gant an Impalaeriezh Otoman er bloavezh 1453, e voe adkemeret an div arouezenn, ar steredenn hag al loargresk, gant ar renerien ottoman.

Banniel pennañ an Otomaned a oa ur banniel gant teir c’hreskenn loar, ha dezhañ daou stumm, an eil gant ur foñs gwer, liv an islam, hag egile gant ur foñs ruz, e koun ar soudarded hag o renerien marvet evit ar vro.

Implij ar banniel turk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

flirtanta turka flago

Mentoù ar banniel turk ha lec’hiadur ar greskenn-loar hag ar steredenn ennañ zo termenet pizh. An implij eus ar banniel turk zo displeget gant al lezenn hag eveshaet gant ar stad. E Turkia e seller alies ouzh banniel ar vro evel un dra "sakr". Ma vez implijet ur banniel mazaouet pe unan ha n’eo ket tre diouzh mentoù ha termenoù al lezenn e vez poursuet ar perc’henn ha rankout a ra an den-se ober gant ur banniel peurvat, hervez lezenn.

Ar banniel turk zo bet kemeret da skouer aliezik gant ar stadoù muzulman nevez-savet evit tresañ o bannieloù dezho.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.