BOAC Flight 777

Eus Wikipedia
Ur sell arzel eus ar BOAC Flight 777

An Nijadenn BOAC 777-A a oa hini un nijerez DC-3 eus an embregerezh saoz British Overseas Airways Corporation, etre aerborzh Portela e Lisbon, e Portugal, hag aerborzh Whitchurch nepell diouzh Bristol, e Bro-Saoz, d'ar 1añ a viz Even 1943. Eizh karr-nij brezel alaman Junkers Ju 88s o devoa taget ar c'harr-nij saoz war e hent ha tizhet anezhañ betek ma kouezhfe e Pleg-mor Gwaskogn. Lazhet e oa bet ar 17 den a oa e bourzh. En o zouez e oa tud brudet evel an aktour Leslie Howard.

Un Douglas DC-3 eus ar BOAC e Gibraltar. Ar gouloù a-dreñv a zo reoù an difenn enep kirri-nij rak tost emañ da zibradañ.

Meur a zisplegadenn a zo bet roet d'an dagadenn. Unan anezho a embann e voe taget gant an Alamanted, rak krediñ a raent e oa ar c'hentañ ministr Winston Churchill er c'harr-nij Douglas DC-3. Hervez unan all e oa leun an DC-3 a spierien saoz, evel an aktour Howard. E-pad an Eil Brezel-bed, kirri-nij trevourien saoz hag alaman a loc'he eus Portela hag a oa evezhiet gant sperien eus an Ahel pe reoù Kevredidi. An hent-nij Lisbon–Whitchurch a veze implijet alies gant spierien pe prizonidi-brezel tec'het da vont etrezek Bro-Saoz.