B. Traven

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ret Marut pa voe harzet e Londrez (1923)

B. Traven (25 a viz C'hwevrer 1882 ? - 26 a viz Meurzh 1969) a oa anv-pluenn ur skrivagner alaman. Ne ouzer ket gwall vat piv e oa e gwirionez.

Der Schatz der Sierra Madre ("Teñzor ar Sierra Madre") eo e romant anavezetañ, ha graet ez eus bet ur film gantañ gant John Huston (The Treasure of the Sierra Madre). A-hed e vuhez en deus klasket B. Traven chom kuzh ha dianav. E 1982 e oa bet prouet gant enklaskerien sirius e oa bet aktor ha stourmer anarkour en e yaouankiz, gant an anv "Ret Marut", kenkoulz ha troer. E 1924 ez eas Ret Marut da vevañ da Vec'hiko.

Moarvat e oa Otto Feige e anv gwir, un den ganet e Schwiebus e proviñs kozh Brandenburg, hiziv Świebodzin e Polonia. Anvioù-pluenn all en deus implijet ivez goude an Eil Brezel-bed, evel Berick Traven Torsvan pe Hal Croves. Ouzhpenn hanter-kant levr zo bet skrivet gantañ ha sellet a reer outañ evel unan eus skrivagnerien alamanek pouezusañ an XXvet kantved.

Unan eus kevrinoù lennegel an XXvet kantved eo B. Traven hag a-hed e vuhez en deus klasket chom kuzh ha dianav. Daoust ma voe brudet e skridoù ha graet filmoù ganto, e nac'has atav en em ziskouez ; evitañ ne oa nemet e oberennoù a oa pouezus, e vuhez prevez ne oa ket. Abalamour da se ez eus bet kontet a bep seurt istorioù diwar e benn : mab bastard d'ur roue e oa evit lod, torfedour war dec'h evit lod all, pe c'hoazh dispac'hour evit re all. Lod zoken a gontas e oa-eñ ar skrivagner Jack London, en doa graet an neuz da vervel hag a oa aet da Vec'hiko da genderc'hel da skrivañ levrioù.

Sevel a reas B. Traven 12 romant, un danevell-veaj ha kalz istorioù, ma kaver mesk-ha-mesk, troioù-kaer souezhus, mousfent, taolennoù eus buhez an dud paour ha pismigerezh eus ar gapitalouriezh. Anavezet eo bet dreist-holl gant e romantoù ma kont buhez Amerindianed Mec'hiko, gwasket, lakaet da sklaved koulz lavaret. E levrioù all e ra anv eus direizhderioù sokial ivez, eus buhez ar vicherourien, ar voraerien, an eosterien koton.

Berzh a reas skridoù B. Traven etre an daou vrezel ha goude an Eil Brezel-bed ivez. E-pad pell e voe unan eus ar skrivagnerien a veze lennet ar muiañ en Alamagn. Skrivet e voe an darn vrasañ eus e oberennoù en alamaneg ha troet e voent e meur a yezh. Ouzhpenn 25 milion a skouerennoù zo bet gwerzhet eus e levrioù, dre ar bed a-bezh, ha meur a hini anezho a dalvezas da sevel filmoù.

Mervel a reas e Kêr-Vec'hiko d'ar 26 a viz Meurzh 1969.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]