Ayana Mathis
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Ur skrivagnerez amerikan eo Ayana Mathis.
Bevet he deus e Philadelphia e-pad he bugaleaj hag en Italia e-pad un toullad bloavezhioù[1]. Studiet he deus e skol-veur Iowa en ur stal-labour evit skrivagnerien a-raok skrivañ danevelloù hag a zeuas da vezañ he romant kentañ: The Twelve Tribes of Hattie ("Daouzek meuriad Hattie"). Berzh bras en deus graet al levr e Stadoù-Unanet Amerika: e-touez gwellañ levrioù an New York Times eo bet e 2013 ha dibabet gant Oprah Winfrey en he c'hlub lenn[2].
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ayana Mathis, The Twelve Tribes of Hattie, Alfred A. Knopf, 2012, ISBN 978-0-385-35028-0