Oprah Winfrey

Oprah Gail Winfrey, brudetoc'h evel Oprah, ganet d'an 29 a viz Genver 1954 e Kosciusko (Mississippi), zo ur vuhezourez ha produerez skinwel ha sinema stadunanat. Bez eo ivez aktourez, burutellerez lennegel hag embannerez kazetennoù. Brudet eo evit he talk show The Oprah Winfrey Show a zo bet enoret gant meur a briz. An talk show-se eo an abadenn arvestet ar muiañ en istor ar skinwel betek al lodenn ziwezhañ bet skignet d'ar 25 a viz Mae 2011.
Oprah evel aktourez a oa bet lakaet he anv war ar renk evit bezañ enoret gant un oskar. Lakaet e vez war-raok evel an hinienn afro-amerikan pinvidikañ eus an XXvet kantved. Bez eo bet ivez lakaet war-raok evel an hinienn afro-amerikan o sikour ar muiañ an obererezhioù a vad, hag ivez ar viliardourez zu pinvidikañ dre ar bed. Hervez ar gazetenn Forbes ez eo he an eil pinvidikañ en industriezh an dudi.
Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Winfrey a oa anvet Orpah er penn kentañ. Tennet e oa bet an anv-se diwar anv un dudenn eus ar Bibl, e Levr Ruth. Hervez un atersadenn gant Oprah Winfrey en Academy of Achievement, embannn a ra e oa re ziaes evit he familh hag ha c'hamaladed distagañ mat he anv « Orpah » setu perak e oa bet eskemmet ar « P » gant an « R ». En gwirionez e seblant muioc'h ez eo ur fazi a-berzh ar glañvdiourez a oa bet o skrivañ an anv war an akta ganedigezh.
Oprah Winfrey a zo ganet e Kosciusko, e Mississippi da dud dizimez. Hervezi he zud n'o devoa bet un darempred reizhel nemet pa oant krennarded, setu perak e oant dispartiet buan. Ar vamm, Vernita Lee, a oa matezh. Oprah en ur goshaat a soñje dezhi e oa Vernon Winfrey he zad, a oa mengleuzier, goude-se perukenner, a-raok dont da vezañ ezel ur c'huzul-kêr. Pa oa hi ganet e oa el lu.
