Avebury

Eus Wikipedia
Avebury
Avebury, gwelet eus an oabl

Avebury (distaget [ˈeɪvbri] e saozneg) zo ur savadur meurvein eus an Neolitik, e kontelezh Wiltshire, e kreisteiz Bro-Saoz.

Mont a ra ar meurvein-se d'ober ur c'hrommlec'h bras en-dro d'ar gêriadenn anvet Avebury, daou grommlec'h bihanoc'h ha steudadoù peulvanoù all c'hoazh. Nepell ez eus monumantoù all ivez evel Silbury Hill, brasañ krugell Europa, pe West Kennet Long Barrow, brasañ bez toet Bro-Saoz.

Brasañ krommlec'h Europa eo an hini a gaver en Avebury. Ouzhpenn 5000 bloaz eo (war-dro 2600 a-raok J.K.). Koshoc'h eo eget Stonehenge, a zo un daou-ugent kilometr bennak diouzh Avebury, er c'hreisteiz.

Asambles gant Stonehenge ha lec'hiennoù all e oa bet lakaet Avebury war roll lec'hiennoù ar glad bedel, gant UNESCO, e 1986, gant an anv Stonehenge, Avebury and Associated Sites.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.