Austrocypraea reevei
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Austrocypraea | ||
Anv skiantel | |||
Austrocypraea reevei (Sowerby, 1832) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Austrocypraea reevei a zo ar spesad bev nemetañ a vez renket er genad Austrocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev etre Gwalarn ha su Aostralia etre lize izel ar lanv betek dourioù don an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1832 dindan an anv genad Cypraea[2]. An anv reevei a zo bet roet en enor da Lovell A. Reeve, kreginer a vro Saoz (1814-1865).
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrocypraea reevei bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea reevei Sowerby, 1832 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad Cypraea nemetañ.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin divoutin eo an Austrocypraea reevei. Kavet e vezont etre live izel al lanv betek 40 m dindan bloc'hadoù reier e-touek spouennoù mor hag er frailhoù don. Nebeut kregin a zo bet draget etre 150 m ha 300 m donder.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 30 mm ha 40 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 23 mm gour pe ramz, betek 51 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lyncina vitellus, pa vez yaouank ar grogenn, ha Cypraeovula iutsui daou spesad gant tresadennoù tost a-walc'h.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo etre Gwalarn ha Su Aostralia.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578026(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)