Astiages
Astiages (Ἀστυάγης / Astyagês) a oa roue ar Veded er VIvet kantved kent JK.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darnoù a anavezomp eus e vuhez dre skridoù an istorour Herodotos, eus Halikarnasos, a veve 100 vloaz diwezhatoc'h.
Mab e oa d'ar roue Kiyaksares (Κυαξάρης), ha ren a reas war e lerc'h.
E 585 kent JK e timezas da Arienis, a oa c'hoar da Groisos, roue Lidia, goude ur brezel pemp bloaz etre Lidia ha Media. Er bloaz-se en-eeun e varvas e dad hag e renas war e lerc'h.
Emglev a reas gant e vreudeur-gaer, Kroisos ha Nebuchadnezzar, roue Babilon, dimezet d'e c'hoar Amitis, an hini a voe savet dezhi liorzhoù istribilhet Babilon hervez ar vojenn. Hiriv ec'h ouzomp e voent savet gant Sennacherib, roue Asiria.
Hunvre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Herodotos e welas e verc'h Mandana en un hunvre hag ur froud o redek eus he c'horf, ken na voe goloet Azia. Diwar-se e timezas anezhi d'ur roue pers, hini Anshan, Kambyses Iañ, eus tiegezh an Ac'haemenided. Ur mab o doe, Kirus II.