Asta Nielsen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Asta Nielsen
Asta Nielsen.jpg
Asta Nielsen
e Der schwarze Traum (1911)

Ganedigezh 11 a viz Gwengolo 1881
Kopenhagen
Marv 24 a viz Mae 1972
Frederiksberg
Broadelezh Banniel Danmark Danat
Micher Aktourez
Pennoberenn Die Freudlose Gasse
("Ar straed dilevenez", 1925)
Die Suffragette (1913)
Er bloavezhioù 1920

Asta Nielsen (Kopenhagen, 11 a viz Gwengolo 1881Frederiksberg, 24 a viz Mae 1972) a oa un aktourez danat filmoù mut.
Unan eus aktourezed etrebroadel bennañ ar bloavezhioù 1910 e voe : 70 eus he filmoù a-ziwar 74 a voe filmet en Alamagn, ma veze graet Die Asta "An Asta" anezhi.

Lakaet e vez war he c'hont bezañ treuzfurmet ar c'hoari er sinema dre bellaat diouzh ar c'hoariva evit mont etrezek ur c'hoari gwiroc'h ha soutiloc'h.

Resped[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Asta Nielsen eo ar c'hentañ esparadenn europat, ha fulenn bennañ sinema ar bloavezhioù 1920 ha 1930, dirak an aktourez svedat Greta Garbo.

Brudet e oa he daoulagad bras ha du, he dremm par d'ur maskl tresoù ur paotr warnañ.
Rolloù maouezed kreñv hag entanet tapet gant darvoudoù fall-spontus eo ar re a veze roet dezhi peurliesañ. A-douez he rolloù pennañ emañ hini ur gwaz, Hamlet, e film Sven Gade ha Heinz Schall (1921).

Gant donedigezh ar sinema mouezhiet ez echuas resped Asta Nielsen ; ur film doare nevez a reas koulskoude : Unmögliche Liebe, gant Erich Waschneck.

Dre ma oa erotek a-walc'h he rolloù, ar filmoù ma c'hoarie a veze kontrollet mat er Stadoù-Unanet ; dre-se chomas dianav pe dost eno.

E-kerzh kresk an naziegezh en Alamagn e kinnigas Joseph Goebbels dezhi sevel he studio. Pa glaskas Adolf Hitler he c'hendrec'hiñ d'ober filmoù nevez en abeg da bouez politikel he brud e nac'has hag e tistroas da Zanmark.

Er bloavezhioù da heul ez eas gant hent an arz didroc'hañ-pegañ ha hini ar skrivañ diwar-benn an arzoù.
E-pad ar brezel e roas arc'hant d'ar rouedad hag a sikoure gant ar Yuzevien a oa bac'het e kamp-bac'h nazi Theresienstadt.

He buhezskrid, Die schweigende Muse ("Ar vuzenn dilavar"), a voe embannet e 1946.

Filmlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ filmoù mut brudetañ Asta Nielsen.

1910

Abgründe (Afgrunden)

1911

Heißes BlutNachtfalterDer schwarze TraumIm großen AugenblickZigeunerblutBallettänzerinDer fremde VogelDie Verräterin

1912

Die Macht des GoldesDie arme JennyZu Tode gehetztDer TotentanzDie Kinder des GeneralsWenn die Maske fälltDas Mädchen ohne VaterlandJugend und Tollheit

1913

KomödiantenDie Sünden der VäterDie SuffragetteS1Die Filmprimadonna

1914

EngeleinZapatas BandeDie falsche Asta NielsenWeiße RosenDie ewige Nacht

1915

Vordertreppe

1916

Engeleins HochzeitDas Liebes-ABCDora BrandesIm LebenswirbelAschenbrödel

1917

Das Versuchskaninchen

1918

Das EskimobabyDie Börsenkönigin

1919

RauschDas Ende vom LiedeNach dem GesetzDer Fackelträger

1920

Der ReigenMata HariKurfürstendammSteuermann Holk

1921

HamletIrrende Seelen/Sklaven der SinneFräulein JulieDie Geliebte Roswolskys

1922

VaninaDie Tänzerin NavarroDer Absturz

1923

ErdgeistDas Haus am MeerI.N.R.I.

1924

Die Frau im FeuerHedda Gabler

1925

Lebende BuddhasDie freudlose Gasse

1927

Laster der MenschheitDirnentragödieGehetzte FrauenKleinstadtsünderDas gefährliche Alter



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.