Mont d’an endalc’had

Assembleia da Mocidade Independentista

Eus Wikipedia


Assembleia da Mocidade Independentista (AMI) ("Bodadenn ar Yaouankizoù Disrannour") eo anv un aozadur broadelourien krouet e Galiza e 1993 evit bodañ yaouankizoù disrannour ar vro ennañ.

Krouet e oa bet er penn-kentañ evel rann yaouankizoù Assembleia do Povo Unido (APU, "Bodadenn ar Bobl Unvan") met n'ec'h eas ket da get pa oa bet divodet APU e 1995.

Dont a reas meur a ezel/ezelez eus Kevrenn Istor ha Douaroniezh Skol-Veur Sant-Jakez a Gompostela er bloavezhioù 1990.

Er mouezhiadegoù diwezhañ e soutenas AMI listenoù Nós-UP.

Harzhet eo bet meur a ezel/ezelez eus AMI tamallet da vezañ liammet ouzh ar sponterezh pe da vezañ kaset da-benn gwalldaolioù war-eeun.

D'ar 24 a viz Gouere 2005, da-geñver gouel broadel Galiza hag ivez ar gouarnamant nevez er pennañ anezhañ PSOE ha BNG, daou ezel eus AMI a lakaas ur vombezenn da darzhañ e sez an ti-bank Caixa Galicia e kêr-benn Galiza, hep na vije bet gloazet den ebet. Heuliet e oant bet abaoe pell gant ar polis avat ha harzhet ha kaset d'an toull-bac'h e oant bet nebeudig war-lerc'h.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]