Mont d’an endalc’had

Assembleia do Povo Unido

Eus Wikipedia

Assembleia do Povo Unido ("Bodadenn ar Bobl Unvan") oa ur strollad broadelour galizek hag a difenne ur vro dishual ha sokialour hag a save a-du gant adunvaniñ ar galizeg hag ar portugaleg dre skrig (reintegracionismo).

Krouet e oa bet e 1989 gant tud aet kuit eus Frente Popular Galega ("Talbenn Pobl Galiza") ha tost ouzh Galiza Ceive-OLN.

Sevel a reas a-du krenn gant ar storum dre armoù evit kas war-raok an dieubidigezh vroadel ha skoazell a reas ez-politikel Exército Guerrilheiro do Povo Galego Ceive (EGPGC , "Arme C'houvrezelek Pobl Galiza Dieub").

En em divodañ a reas d'an 29 a viz C'hwevrer 1995 goude meur a vloaz a dizoberiantiz goude ma oa bet kaset da benn he zaol diwezhañ gant o EGPGC e 1991 ha bezañ bet tapet gantañ 1.492 votos (0,1%) e mouezhiadegoù Parlamant Galiza e 1993.