Mont d’an endalc’had

Exército Guerrilheiro do Povo Galego Ceive

Eus Wikipedia


O Exército Guerrilheiro do Povo Galego Ceive (EGPGC) ("Arme C'houvrezelek Pobl Galiza Dieub") oa anv ur strollad broadelour armet krouet e Galiza e 1986, gantañ da bal tizhout ur vro diueb ha sokialour.

Krouet e oa bet dreist-holl gant izili eus Galiza Ceive-OLN mui un nebeud re all o tont eus Unión do Povo Galego (UPG, "Unvaniezh Pobl Galiza").

Kaset e oa bet da benn gante 90 taol en holl, an hini diwezhañ d'an 13 a viz Gwengolo 1991.

E 1989 e oa bet lazhet gante ur guardia civil ("archer") en Irixoa.

Etre 1989 ha 1990 e labouras kalet ar polis hag an archerion evit kas ar strollad da get ha dizoberiant e vanas da vat e 1993.

Soutenet e oa bet ez-politikel gant Galiza Ceive-OLN, da gentañ evel ur rann e-barzh Frente Popular Galega ("Talbenn Pobl Galiza") ha da c'houde gant Assembleia do Povo Unido.