Asia Argento

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Aria Maria Vittoria Rossa Argento

Asia Argento e Cannes e 2013.
Asia Argento e Cannes e 2013.

Lesanv(ioù) Asia Argento
Ganedigezh 20 a viz Gwengolo 1975, Roma, Italia
Broadelezh Flag of Italy.svg Italia
Micher(ioù) aktourez, kanerez

Asia Argento, ganet Aria Maria Vittoria Rossa Argento d'an 20 a viz Gwengolo 1975 e Roma, zo un aktourez, kanerez, top model, stourmerez ha renerez filmoù italian. Merc'h eo d'ar filmaozer italian Dario Argento ha d'an aktourez Daria Nicolodi. Div c'hoar he deus, Fiore (ganet eus Marisa Casale) hag Anna Ceroli, marvet en ur gwallzarvourd 1994.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Argento he devoa diskleriet e-pad meur a atersadenn ne oa ket tost d'he zad. Ne veze ket en ti alies pa oa-hi bugel, dre-se ne oa ket bet laouen pa oa bugel. Hervezi ez eo bet awenet he c'hoant da vezañ aktourez dre mank an tad:

"I never acted out of ambition; I acted to gain my father's attention. It took a long time for him to notice me –
I started when I was nine, and he only cast me when I was 16. And he only became my father when he was my director. I always thought it was sick to choose looking at yourself on a big screen as your job. There has to be something crooked in your mind to want to be loved by everybody. It's like being a prostitute, to share that intimacy with all those people."
Asia Argento ha Dario Argento e Cannes e 1993

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a rae gant ar c'heginer ha den a skinwel, Anthony Bourdain, betek e emlazh d'an 8 a viz Even 2018.