Mont d’an endalc’had

Arzh Pleuzal

Eus Wikipedia

Arzh Pleuzal zo ul loen mojennel a vije bet gwelet gant un toulladig tud er bloaz 1997 e Pleuzal (Treger), a oa ur gumun e kanton Pontrev en amzer-se.

Klasket e voe an arzh gant an archerien, furchet e voe parkeier, ur viñsaskell a zeuas da harpañ ar furcherien, met ne voe ket kavet al loen gwelet gant meur a zen koulskoude[1][2].

Goap a veze graet sof-kont er vro gant al loen, ha diwar-goust Pleuzaliz.

Hervez un enklask graet 20 vloaz goude e vije bet ur c'hi eus ur ouenn vras, ur grifon Khortals, tec'het eus ti ur chaseer, ha marvet ur pennad goude.

Ur redadeg war-droad a vez aozet bep bloaz, etre Landreger ha Pleuzal e koun arzh Pleuzal[3].