Alkathoe
Neuz
(Adkaset eus Arsippe)
Alkathoe (henc'hresianeg : Ἀλκαθόη), pe Alkithoe, a oa ur verc’h da v-Minyas, roue Orc’homenos. Gant he c’hoarezed Leukippe hag Arsippe he doa nac’het mont da-heul lidambroug kevrin Dionysos. Hi a voe troet e logodenn-dall, he div c’hoar a voe skoet gant ar follentez. Leukippe a zebras he mab, a-raok tec’hel er menezioù gant Arsippe rak kounnar an doueed. Gant Hermes e voe troet an eil e toud, hag eben e kaouenn.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Minyaded, an anv a vez graet eus an teir c'hoar a-gevret ;
- ar c'housperell Alkathoe (Myotis alcathoe), ul logodenn-dall anvet diwar he lerc'h ;
- Alcithoe, anv skiantel ur genad loened krogennek a gaver er mor, izili eus ar c'herentiad Volutidae.