Mont d’an endalc’had

Arsailhadeg Cartagena (1697)

Eus Wikipedia
Ur pennad Emgann Cartagena zo ivez.
Arsailhadeg Cartagena (aozer dianav)
Arigrap Cartagena gant ar C'hallaoued

Arsailhadeg Cartagena a voe kaset da benn d'an 2 a viz Mae 1697 gant ar morlu gall ; kemeret e voe kêr Cartagena e Kolombia, ha lakaet en arigrap.

Diwezhañ emgann bras etre Rouantelezhioù Bro-C'hall ha Spagn e voe a-raok feur-emglev Ryswick e 1697, e-kerzh Brezel an Nav Bloaz.

Berzh a reas ar penn skouadrenn ar baron Jean-Bernard de Pointis (1645-1707), a oa dindan urzhioù gouarnour gall Saint-Domingue, an amiral Jean-Baptiste Du Casse.

Ar roue gall a roas seizh lestr ha teir fourgadenn. Ha kuit ar bagad-listri eus Brest, d'ar 7 a viz Genver 1697. D'an 3 a viz Meurzh e tegouezhjont e Saint-Domingue. Jean-Bernard de Pointis a zeuas a-benn da gendrec'hiñ Jean-Baptiste du Casse da gemer perzh, daoust ma voe diaes bodañ flibusterien. Ducasse en devoa c'hoant da gemer Porto Bello, evit gallout treuziñ strizh-douar Panama didrabas, met re bell ac'hano e oa Cartagena, a gavas ar flibusterien.

Joseph d'Honon de Gallifet, a voe anvet da c'houarnour war-lerc'h Du Casse e 1700, a voe unan eus pennoù-bras an droiad-vrezel da Gartagena, gant « 110 a-youl eus an drevadenn », skoazellet gant « 180 morian digabestr » renet gant Jean-Joseph de Paty.