Mont d’an endalc’had

Arnošt Bart

Eus Wikipedia
Arnošt Bart war-dro 1925

Arnošt Bart, Ernst Barth en alamaneg (Litten/Lětoń, 29 Mae 1870 - Briesing/Brězynka, 15 C'hwevrer 1956) a oa ur politiker hag un emsaver sorab eus Luzas en Alamagn.

Goude beajiñ e meur a vro en Europa (Bro-C'hall, Rusia, Aostria-Hungaria), ma teskas galleg, rusianeg ha tchekeg, e tistroas d'ar gêr.
E 1890 ec'h emezelas er Maćica Serbska, ur gevredigezh sevenadurel sorabek. E 1911 e voe dilennet da gannad e parlamant Saks. Bez' e voe e-touez saverien ha renerien gentañ an Domowina, un aozadur savet e 1912 hag a vod an darn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù sorabek. E 1918, goude Dispac'h alaman miz Du 1918, e voe unan eus saverien ar Serbski Narodny Wuběrk (Kuzul broadel ar Sorabed), ur strollad politikel hag a gemere harp war ar programm "14 poent" gant ar prezidant Thomas Woodrow Wilson evit goulenn emrenerezh politikel ar Sorabed.

Kaer en devoe mont da Gendiviz Pariz evit ar Peoc'h e miz Genver 1919 ha klask lakaat Tchekoslovakia da gomz en anv ar Sorabed, ne c'hounezas netra. Pa zistroas da Alamagn e voe barnet evel treitour e Leipzig ha kondaonet da dri bloavezh toull-bac'h.
Goude bloaz hanter e voe lezet en e frankiz. Neuze ez emezelas Arnošt Bart er Lausitzer Volkspartei, ur strollad politikel sorab. E miz Ebrel 1933 e voe toullbac'het adarre e-pad ur pennad.
E 1935 e voe skarzhet kuit eus ar vro sorabek hag e 1944-45 e voe toullbac'het adarre, gant ar Gestapo.

Goude dibenn an Eil Brezel-bed e reas Bart e lod evit adsevel ar strolladoù sorabek. Met dre ma oa kentoc'h mirour ne gemeras ket perzh e buhez politikel ar stad nevez-savet, Republik Demokratel Alamagn.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]