Arnal Ballester
Neuz
Arnal Ballester zo ur skeudennaouer katalan, ha kelenner skeudennaouiñ, ganet e Barcelona e 1955, aotreek war an Istor. Kelenn a ra en Escola Massana e Barcelona.
Labouret en deus evel skeudennaouer fent e kelaouennooù bihan da gentañ, adalek ar bloavezhioù 1970 ( El Papus ha Por Favor entre 1972 ha 1976), hag evit kazetennoù bras goude. Brudet eo ivez evel skeudennaouer levrioù bugale, ha labouret en deus evit levrioù oberourien evel Eduardo Polo, Mariasun Landa pe Miquel Obiols.
Skrivet en deus ivez No tinc paraules, ul levr treset.
Priz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet en deus ar Premio Nacional de Ilustración e miz Gwengolo 2008