Mont d’an endalc’had

Ariovistos

Eus Wikipedia
Galia e 58 a-r. J-C.

Ariovistos a oa ur German staliet e Galia hag a stourmas a-enep ar Romaned e-pad brezelioù Julius Caesar.

A orin tribok, pe suev, pe marcomann e oa. Atav, e orin german a zo kadarnaet gant an titl Rex Germanorum a voe roet dezhañ gant Caesar[1].

Ne ouzer ket kalz traoù diwar-benn deroù buhez vilourel Ariovistos. Sur a-walc'h e vrezelas a-enep meuriadoù german all a-raok bout deuriet gant Galia.

Hervez Julius Caesar e oa Ariovistos penn ur c'hengevredadur Germaned, Sueved anezho, a glaskas en em staliañ e Galia etre 75 ha 58 kent J.K. Daoust ma oa suevat e komze ar c'helteg, hag un anv keltiek a zouge:. Ariovistos a dalv : « an hini a wel da-bell »[2]. Ne oa ket dianav ar bed roman dezhañ rak mont a reas da Roma. Eno e annezas e ti Marcus Mettius, nes da Gaesar. Hag anavout a rae Metellus Celer,a oa gouarnour an Narbonensis. Ariovistos a oa liespriedad. Da gentañ e timezas gant ur Suevez e Galia, ha goude gant c'hoar tiern an Noriked, war an Danav.

Ar Sekwaned, ur meuriad kelt staliet e su Elzas hag e Franche-Comté, a zivizas tuta Sueved evit diarbenn o enebour pennañ : meuriad an Aedui (kevreet gant ar Romaned). Etre 65 ha 62 kent J.K. ar c'hevread sekwan-ha-suev a drec'has an Aedi hag a gollas ar braz ag e varc'hegerezh ha lezel gouestlidi gant ar Sekwaned. Evel prof o harp e roas ar Sekwaned tiriadoù e su Elzas d'ar Sueviz.

Goude kejañ gant Caesar hag a ginnigas dezhañ rannañ Galia etrezo o-daou (an norzh evit ar C'hermaned, ar su evit Roma)[3], Ariovistos a voe trec'het gant ar Romaned d'ar 14 Gwengolo 58 kent J.-K., e traoñ ar Vogezoù. Gloazet e voe, met dont a reas a-benn da dec'hel en ur dreuziñ ar Roen, gant marc'hegerien roman war e lerc'h. Repu a gavas e Germania, lec'h ma varvas e 54 kent J.K.

  1. Bernard Wittmann. Nos Ancêtres les Alamans - Fondateurs de l'Alsace, Yoran Embanner (in fr). 480 p. ISBN 978-2-36747-080-1. 
  2. Johnston, Andrew James (2006). Language and text : current perspectives on English and Germanic historical linguistics and philology, Winter (in en). 115 p. Retrieved on 2018-01-05. 
  3. Pierre JACOB, Professeur agrégé d'Histoire; Gilles STUTTER, Enseignant (Mardi 11 mars 2014). Conférence : "César contre Arioviste". Association "Alsace Culture et Patrimoine".