Argoed (Sir y Fflint)

Eus Wikipedia

Argoed zo ur gumuniezh eus Kembre, e Sir y Fflint. Emañ etre Yr Wyddgrug ha Bwcle, hag enni emañ kêriadenn Mynydd Isa.

Un tamm eus Kleuz Wat zo o treuziñ ar gumuniezh. Gwechall e oa pouezus labour ar glaou er c'hornad, gant mengleuzioù korvoet adalek ar XVIIvet kantved. Ur gwallzarvoud a voe en ur vengleuz e 1837, ma voe lazhet ugent mengleuzier, en o zouez tad ha daou vreur ar skrivagner Daniel Owen.

E 2011 e oa 5 837 a dud o chom e kumuniezh Argoed hag 834 anezho a oa kembraegerien (14,7%)[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .