Ardo
Ardo (marteze ur berrstumm d'an anv Ardabast) a oa ur roue vizigot hag a renas, a greder, en Septimania entre 713 ha 720.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez un istorour andalouz, eus an Xvet kantved, e oa mab d'ar roue vizigot Wittiza (en devoa tri mab), ha breur d'ar roue Agila II, a renas en e raok marteze.
Ren a reas war Septimania, adalek Narbonne, kêr-benn gozh ar Vizigoted, marteze gant harp muzulmaned Al-Andalus, mistri nevez an darn vrasañ eus Hispania, hag a oa o paouez treuziñ ar Pireneoù hag aloubiñ kreisteiz Galia, adalek 719, met marteze e oa chomet dizalc'h mui pe vui.
Skeiñ moneiz a rae, arouez e c'halloud. E Rennes-le-Château, a oa Rhedea gozh ar Vizigoted, ur c'hreñvlec'h a bouez neuze, en dije lakaet e lez,
Anavezet eo dre ar « C'hronik mozarab », savet e 754.