Mont d’an endalc’had

Arc'himedes

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Archimedes)
Arc'himedes
Domenico Fetti, 1620, Mirdi Alte Meister, Dresden (Alamagn)

Arc'himedes (henc'hresianeg: Αρχιμήδης), ganet e Sirakuza e 287, marvet Sirakuza 212 kt JK) a oa un ijinour gresian, ur prederour hag ur matematikour speredek. E dad a oa astronomour, eñ eo en dije kroget d’ober skol dezhañ. A-hervez en dije echuet e studioù er skol Aleksandria. D’an nebeutañ eo sur en deus anavezet kelennerien peogwir hon eus adkavet lizhiri a eskemme ganto.

E deorienn vrudetañ e oa homañ : ma vije gant an nen ul loc'h bras a-walc'h hag al lec'h d'ober gantañ e vije bet gouest da lakaat an douar da fiñval.

Un istor brudet all a oa erruet gant Arc'himedes: Ur roue en devoa soñjet e oa bet touellet pa soñje gantañ ne oa ket aour rik e gurunenn. Implij a reas Arc'himedes un deorienn diwar-benn dilec'hiañ an dour abalamour d'ar pouez evit kavout penaos e oa arc'hant ar gurunenn-mañ pa oa bet paeet evit aour rik gant ar roue. Goude bezañ kavet penn d'ar gudenn-mañ en e gibell e redas Arc'himedes er-maez en noazh a-dreuz kêr en ur grial "Eurêka!" (kavet em eus!). Brudet mat eo Arc'himedes ivez evit bezañ ijinet ar savoniezh hag ur wikefre dourañ a vez graet Biñs Arc'himedes diouti.

E Sirakuza e vevas Arc'himedes, ur gêr hag a voe argadet gant ar Romaned e-kerzh daou vrezel. Sikour a reas Sirakusiz d'en em gannañ ouzh ar Romaned gras d'e lies ijinadennoù. A-benn ar fin, avat, e voe lazhet gant ur soudard roman e-pad eil brezel Kartada pa oa kemeret kêr gant ar Roman Marcellus. Lâret e vez e oa o tresañ grafikoù skiantel en traezh hag e c'herioù diwezhañ ouzh ar soudard roman a vije bet: "Na zirenkit ket ma c'helc'hioù!"

Buhez Arc’himedes a zo dianavez: ne ouezomp ket da skouer ha dimezet eo bet, ha bugale en deus bet. Pezh a ouzer diwar e benn zo deuet deomp dre Polybios (202 a-raok JK--126 a-raok JK), Ploutarc'hos (46-125), Titus Livius (-59 a-raok JK-17 goude JK) pe ivez gant Vitruvius (ur saver-tiez brudet roman). Anavezout a reomp meur a labour, embannadur hag eskemm lizheroù eus ar pezh en deus graet war ar matematik. N'en deus ket soñjet e oa ezhomm derc’hel e labourioù ijinour ; n'anavezomp nemet un nebeud.