Ar sonadeg (Vermeer)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar sonadeg
Vermeer The Concert.jpg
Johannes Vermeer, 1665 - 1666
eoullivadur war lien
72,5 × 64,7 cm
Isabella Stewart Gardner Museum
Boston

Ar sonadeg (nederlandeg : Het concert) a zo un eoullivadur bet savet gant Johannes Vermeer etre 1665 ha 1666. War ziskouez e oa en Isabella Stewart Gardner Museum e Boston ken na voe laeret d'an 18 a viz Meurzh 1990. N'eo ket bet adkavet an daolenn.

Al livadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un den a weler o seniñ virjinal ha kein un den all o seniñ lud dirak ur vaouez en he sav en e gichen. En dalenn gentañ e weler un doubier lakaet war un daol, ur violoñs hag ur gourrebed lakaet war al leur.

Lizher kaset gant skipailh Isabella Stewart Gardner Museum da gemenn eo bet laeret an daolenn

Diwar-benn al livadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2006 e voe savet un teulfilm anvet STOLEN gant Rebecca Dreyfus diwar-benn laeroñsi an daolenn. Er romant Plac'h he ferlezenn, e skriv Tracy Chevalier ez eo Pieter Van Ruijven an den a weler en daolenn. Madoberour Vermeer e oa.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]