Ar Basion Vras (Yann-Fañch Kemener)
Neuz
Ar Basion Vras zo ur c'han relijiel, diwar-benn Pasion Jezuz, a zo bet kanet da Yann-Fañch Kemener gant Maria Kerjean, ur vaouez he deus kanet dezhañ Ar Basion Vihan ivez. An daou gan-se a c'haller klevout er bladenn a zo e levr Kemener anvet Carnet de Route.
Kanet gant Kemener
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'han ouzhpenn 11 munut eo hervez an doare kanet gant Kemener en enrolladur Arion.
Kanet gant Annie Ebrel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2009 e oa bet Annie Ebrel oc'h ober un tamm troiad dre Vreizh hag o kanañ Ar Basion-se, gant André Markowicz o lenn e droidigezh c'hallek eus ar skrid.