Apoteoz ar brezel
Apoteoz ar brezel (en ruseg : Апофео́з войны́) zo un eoullivadur gant al livour rus Vassili Verechtchagin (1842-1904) e 1871. War ar stern anezhi eo skrivet : « Dediet d'an holl alouberien, a wechall, a vremañ ha da zont.»
An daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En daolenn e weler ur bern klopennoù dirak mogerioù ur gêr en Turkestan, ha brini warnañ.
Pa voe echuet an oberenn en 1871 e voe anvet « Trec'hlid Tamerlan». Hervez ar vojenn e oa kustum soudarded Tamerlan da lezel bernioù klopennoù, evel hini an daolenn, dre lec'h ma tremenent.
An oberour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn ul livour e oa ur soudard anezhañ, ha mennout a eure diskouez en e oberoù pegen euzhus e oa an emgannoù ha pegen kriz e oa an aloubadegoù kaset gant an dsared.
Goude tremen e vuhez oc'h arvestal ouzh ar brezel hag ouzh e daolenniñ e varvas war ul lestr-brezel hag a darzhas e-pad ar brezel etre Rusia ha Japan en 1904.